Podkastoù
Tourmant
An holl rannoù

Rann 1. 19'39

FELIX, E PELEC’H EMAOUT ?

Petra ‘zo c’hoarvezet pa oa ar gorventenn o skeiñ an nozvezh-se ? Deomp war-gil asambles gant Metig a-benn klask kompren. Metig a zo ur gomedianez yaouank. Ar wech kentañ e vo dezhi labourat gant ar strollad-c’hoariva Serr-noz. Gante ez aio-hi betek an enezenn da c’hoari ar Roue Lear skrivet gant Shakespeare. Met petra eo deuet Metig da glask er strollad Serr-noz a-benn ar fin ?

Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan

C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln

Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre

Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs Leroux
Skoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Aozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar Gov
Tresadennoù : Clara Bourhis

Un heuliad produet gant Anna Lincoln
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh
Enrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh