Adkavet eo bet Metig gant ar bomperien hag adkaset d’ar sal-liesimplij lec’h m’emañ holl dud an enezenn o klask goudor. Den na oar e pelec’h emañ Felix, e-unan emañ er-maez en avel foll. Azezet war o gweleoù-kampiñ e kont Naig, Lan ha Fred o eñvorennoù brav asambles gant Felix hag ar gompagnunezh. Peseurt eñvorennoù a chomo gant Metig ma vo lonket he zad gant ar gorventenn ?
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
Skoazellerez war ar seveniñ : Anaïs Leroux
Skoazellerez war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Aozañ : Manon ar Gouriereg ha Gwendal ar Gov
Tresadennoù : Clara Bourhis
Un heuliad produet gant Anna Lincoln
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh
Enrollet war enez Eusa e miz Ebrel 2025 gant skoazell Rannvro Breizh
