Podkastoù
Levrioù da glevet embannet gant Timilenn

31min30

Ar Boufoun hag an Ozhac’h

Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket, met ur wech e oa memes tra, ur boufoun diroll hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket... O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ...

Skrivet gant Tangi Merien ha treset gant Marvin Moal
Embannet gant Timilenn
Mouezhioù gant Typhaine Corre, Tangi Merien ha Tangi Le Gall-Carré
Sonerezh gant Tangi Le Gall-Carré
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Cédric Sinou, Liza Jakez-Vargas, Tifenn Merien ha Brendan Guillouzic-Gouret
Produet gant Kalanna
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh