Levrioù da glevet embannet gant Timilenn

Ar gevredigezh Timilenn a zo bet krouet e Sant-Ervlan (Bro-Naoned) e 2019 evit embann levrioù e brezhoneg.
Pal ar gevredigezh a zo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh da skouer) pe get : moullet e vez al levrioù war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…
Dibabet e vez ganto levrioù un tamm divoutin, ha pa vefe dre an temoù kinniget pe dre an tresadennoù kaer, evit kaout plijadur ha gellout eskemm e brezhoneg diwar-benn sujedoù a bep seurt er familhoù, er skol hag e lec’hioù all.
Un enrolladenn a zo e pep levr nevez embannet, evit prenañ anezho, kit d’ober un tamm tro dre amañ!
-
9min48
Sekred ar roc’h zu
Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc’h Zu. Ur roc’h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ? Un devezh, evit (…)
-
9min19
Ar steredenn-lostek
Aet eo Nyla da chom e kêr, met ne baouez ket da soñjal en holl draoù a vank dezhi eus he zi kozh. Pa zifoup ur steredenn-lostek e straedoù kêr ha pa grog da lugerniñ ha da (…)
-
8min49
Juluan hag al louarn
A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se. Met daoust ha kenderc’hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c’houviad dic’hortoz da goaniañ ? (…)
-
10min03
Farah a zo sot gant mangez
Farah a zo sot gant mangez ! Bep hañv e plij dezhi kutuilh ar frouezh azv eus gwezenn-vangez he zad-kozh. Ar bloaz-mañ eo goullo ar wezenn ! Neuze e tiviz Farah e rank sikour (…)
-
10min27
C’hwezigelloù an eñvor
Meur a c’hwezigell en deus Aorelian, ma talc’h e eñvorennoù enno. Tad-kozh en deus ur bern c’hwezigelloù. E pep c’hwezigell ez eus dalc’het unan eus e istorioù dreistordinal : (…)
-
31min30
Ar Boufoun hag an Ozhac’h
Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket, met ur wech e oa memes tra, ur boufoun diroll hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket... O-unan-penn e (…)
-
9min47
Ar Balum Peñseet
Sed amañ istor ur bugel en e-unan, ur balumig taolet war an traezh hag ur vignoniezh a cheñcho o buhez da viken.
Ul levr gant Benji Davies Embannet e brezhoneg gant Timilenn (…) -
9min57
Enezenn Tad-Kozh
Karantez en deus Saig ouzh e Dad-kozh. Karantez en deus Tad-kozh ouzh Saig. Ha ne cheñcho biken. Ul levr brav ha frealzus a lak war-wel pegen tost e c’hell ar re a garer chom, (…)
-
8min42
Mignoned an dorgenn
Brieg ha Telo eo ar vignoned wellañ er bed. Tremen a reont eurvezhioù o c’hoari asambles war an dorgenn. Un deiz e erru ur paotrig nevez, gant ar c’hoant da vezan ganto. Ha (…)