E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ. N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h. En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall. Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit bezañ an-unan ha bezañ sur ez eus ul lec’h ma vezer gortozet.
Ul levr gant Joe Todd-Stanton
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Tifenn Merien
C’hoariet gant Tangi Merien
Sonerezh gant Mael Guégo
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
