Bevañ a ra Añjela ha Dominig war vord ar mor bremañ. Implijet eo Añjela en « Hôtel de la mer » e Brignogan. Ober a ra Maxim al lez da Añjela met n’eo ket hi amourous. Tommañ a ra ouzh ur paotr all, San, ur pesketaer eus ar vro. San en deus plijet dezhi diouzhtu. Klevet a ra kerent San ez eo Añjela ur vastardez bet seurez. Divizout a reont asantiñ eured o mab gant Añjela memestra. En em reiñ a ra Añjela d’ar garantez gant San a-raok an eured.
Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg
Lennet gant Gwenn an Dreo
Sonerezh gant Perynn Bleunven
Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Produiñ : Kalanna
Graferezh : Anna Duval-Guennoc
Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh
Mersi bras d’ar familh Lagadeg.