Ar vastardez

Ul levr da glevet e brezhoneg !
AR VASTARDEZ gant Yann-Vadezour Lagadeg.
Ar Vastardez a zo ur romant diazezet war istor ur plac’h ganet d’ur vamm a ne oa ket dimezet. Un dra spontus ’oa, betek nevez ’zo e bro Leon, d’ur vaouez kaout eur c’hrouadur e diavaez ar stad a briedelezh. E parrez Sant-Nenven e c’hoarvezh an traoù, etre an daou vrezel. Tonkadur ur vamm hag he flac’hig o vont a-enep da vennozhioù strizh an dud.
-
Rann 1. 38min26
Kerlaran
Sant Nenven, bro Leon, etre an daou vrezel. Ivona Kerbrad a zo un emzivadez a seitek vloaz, ganet paour met labourerez start ha speredek. Kaset eo bet gant he eontr da labourat (…)
-
Rann 2. 32min11
Feliz hag an eost
Santimantoù he deus Ivona evit Feliz. Feliz a seblant bezañ desachet gant Ivona ivez. Labourat ha c’hoarzhin a reont asambles er parkeier. Dont a ra ar mare evitañ da zistreiñ (…)
-
Rann 3. 38min38
Al lizhiri
Feliz a skriv lizhiri da Ivona. Hi ne c’hell ket respont rak ne oar ket skrivañ ha mezh bras he deus. Dont a ra ar vatez da gaout poan gof, da richetiñ a daol-trumm. Goude ur (…)
-
Rann 4. 30min11
Planedenn griz
Ar bennhêrez a glask kuzhat eo he mab « kablus » da vezañ bet un darempred reizhel gant Ivona e diavaez ar stad a briedelezh. Lakaat a ra an dud da grediñ ez eo Dominig an tad, (…)
-
Rann 5. 29min16
Añjela
Genel a ra babig Ivona, anvet Añjela. Goulenn a ra Ivona gant z/Dominig bezañ he zad-paeron. Ar beleg a nac’h badeziñ ar c’hrouadur e-pad an deiz peogwir eo bet koñsevet er (…)
-
Rann 6. 34min57
Ar chleñved-uz
Kreskiñ a ra Añjela, ur verc’hig laouen, e ti Dominig. Da 6 vloaz e teu da gompren ez eo disheñvel eus ar re all. Kunujennet e vez er skol gant ar vugale all evit bezañ ur « (…)
-
Rann 7. 24min53
An drask, al louarn, an avalaouer hag ar purgator
Deskadurezh Añjela a vez graet gant Dominig er parkeier ha diouzh an noz e-pad ar beilhadegoù. Eürus eo ar baotrezenn. Komzoù ar beleg e-pad mare diwezhañ Ivona a grog da (…)
-
Rann 8. 40min39
Ar velo hag ar mor
Barrek-tre eo Añjela er skol, evit brasañ lorc’h he faeron, Dominig. Dibabet e vez Añjela evit ober al lennadenn en iliz da vare he fask kentañ, un enor bras eviti. Prenet e (…)
-
Rann 9. 36min38
Ar gouent
Da zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed (…)
-
Rann 10. 33min27
San
Bevañ a ra Añjela ha Dominig war vord ar mor bremañ. Implijet eo Añjela en « Hôtel de la mer » e Brignogan. Ober a ra Maxim al lez da Añjela met n’eo ket hi amourous. Tommañ a (…)
-
Rann 11. 32min07
Un dra gaer eo gwelet ar garantez o vleuniañ
Eus an darempred-se e teu ur bugel. Mamm San a zo strafuilhet gant torfed San hag Añjela, aon he deus e rankfent dimeziñ dre guzh. A-benn ar fin ec’h aozont dillo un eured (…)
-
Rann 12. 32min25
An ti-kêr
Dominig, paeron ha tad a-eil Añjela, a zeu da vervel. Goulennet e vez diganti erlerc’hiañ sekretourez an ti-kêr, peogwir e oar lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e galleg. Prim (…)