Podkastoù
Ar vastardez
An holl rannoù

Rann 11. 32min07

Un dra gaer eo gwelet ar garantez o vleuniañ

Eus an darempred-se e teu ur bugel. Mamm San a zo strafuilhet gant torfed San hag Añjela, aon he deus e rankfent dimeziñ dre guzh. A-benn ar fin ec’h aozont dillo un eured dirak an holl, hag eüruzamant ne vez ket gwelet kof Añjela o rontaat c’hoazh. Genel a ra ar babig evit brasañ levenez ar c’houplad ha badezet a galon vat gant beleg nevez ar barrez, un den hegarat anezhañ ha mennozhioù modern gantañ. Teodoù fall a glemm adarre er barrez, n’ez eus ket nemet c’hwec’h miz eo dimezet ar gerent nevez...

Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg
Lennet gant Gwenn an Dreo
Sonerezh gant Perynn Bleunven
Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier

Produiñ : Kalanna
Graferezh : Anna Duval-Guennoc
Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh

Mersi bras d’ar familh Lagadeg.