Podkastoù
Ar vastardez
An holl rannoù

Rann 6. 34min57

Ar chleñved-uz

Kreskiñ a ra Añjela, ur verc’hig laouen, e ti Dominig. Da 6 vloaz e teu da gompren ez eo disheñvel eus ar re all. Kunujennet e vez er skol gant ar vugale all evit bezañ ur « vastardez ». Klañv e teu he mamm Ivona da vezañ. E-pad mizioù en em led ar c’hleñved enni muioc’h mui, betek ma kollfe tamm ha tamm he nerzh. Dont a ra beleg hag e c’houlenn diganti anzav he fec’hed ur wech c’hoazh. Mervel a ra.

Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg
Lennet gant Gwenn an Dreo
Sonerezh gant Perynn Bleunven
Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier

Produiñ : Kalanna
Graferezh : Anna Duval-Guennoc
Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh

Mersi bras d’ar familh Lagadeg.