Da zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed yaouankiz ? O welet pegen devot eo Añjela, o pediñ dalc’hmat evit salvidigezh he mamm, e kinnig seurez ar skolaj da Añjela mont d’ar gouent evit en em ouestlañ da Zoue. Dominig, he faeron, a zo doaniet o welet anezhi o vont gant an hent-se. Goude ur pennad er gouent e tiviz Añjela distreiñ d’ar bed, mankout a ra an natur dezhi, hag he faeron muiañ-karet.
Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg
Lennet gant Gwenn an Dreo
Sonerezh gant Perynn Bleunven
Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Produiñ : Kalanna
Graferezh : Anna Duval-Guennoc
Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh
Mersi bras d’ar familh Lagadeg.