Podkastoù
E pleg ma skouarn

16min54

Itron onion ha sir sardin

Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen e
c’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar vicherourezed. E-mesk ar
merc’hed yaouankañ, Stronk a zo nec’het. Stranañ a ra, he zreid ponner, pa rank skarzhañ he sailhadoù
leun a lastez. Ha gellet a raio tec’hout eus an uzin un deiz bennak ha tañva d’ar frankiz ?

Skrivet gant : Loeiza an Duigou
C’hoari : Anna Duval Guennoc
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.
Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.