Podkastoù
E pleg ma skouarn

22'01''

Milendall Kheops

Un istor skrivet ha c’hoariet gant Tangi Merien

Bachi a zo klasker-bara e Gizeh. N’eo ket ur paotr kalonek. Ne fell ket dezhañ mont da heul e vignon ha furchal e godelloù an Ejiptiz. Un deiz, pa fell dezhañ rentañ servij e soñj da warded ar Faraon ez eus ul laer dioutañ. Redet e vez war e lerc’h. Kement a aon en deus Bachi ma ya da guzhat e krugell vrasañ Gizeh. Piramidenn ar faraon Kheops. Dav dezhañ kavout un doare all da vont ‘maez. ‘Pezh ’zo, ar re o doa savet ar biramidenn a oa tort o spered. Penaos adkavout e hent er mil-hent-dall-se. Ar paotr kouard a rank kavout e galon ha talañ ouzh boudoù milliget ha pejoù (pechoù) liesseurt. Ma vo gouest da dec’hout deus ar biramidenn e vo ur paotr cheñchet.

Skrivañ ha c’hoari : Tangi Merien
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.