Podcasts
Signé Marielle
Tous les épisodes

Épisode 6. 3'41''

Ar ganaouenn

La chanson !


Troadikellat, troadikellat
Dindan ar glav pe gant an heol *2

Va rodoù a ruilh,
Ruilh war an hent
Ne fell ket din ken diskenn

Avel en va dremm
Kartennoù-post en va fenn
Ur velo, tra ken
Me eo Marielle

Lizhiri o veajiñ dre ar broioù
Reoù ’n em goll a-wechoù
Met, me ’lâr deoc’h,
Kavout a rin un hent dezho !
Ya kavout a rin !

Troadikellat, troadikellat
Dindan ar glav pe gant an heol *2

Kastell-Paol a zo va c’hêr din
Tremen er straedoù ’ran ordin
Gant va belo bras, hir ha melen,
Diouzh ’noz pe diouzh ar mintin.

Bravañ micher ‘n eus ket
Rannañ keleier ar bed
Amañ ul lizher karantez
Un’ all gant c’hwez an douar nevez
Istorioù brav bemdez !

Troadikellat, troadikellat
Dindan ar glav pe gant an heol *2

Papi en deus skrivet din,
Ul lizher iskis ha divoutin
Erruet eo re gozh hervezañ
Da genderc’hel da droadikellañ

Met petra ’dalv kement-se ?
Penaos e oar eo deuet ar mare
Da renkañ e velo muiañ karet ?

Desket ’n’eus din ruilhañ
Plantañ tizh, alanañ
D’am zro bremañ
Da henchañ anezhañ

Tro Bro-C’hall a rimp !
Ma fell dezhañ dont ganin !
Troadikellat en ur c’hoarzhin !

Troadikellat, troadikellat
Dindan ar glav pe gant an heol *2