Keleier

29 a viz Here 2023

HEKLEV PODKAST, deomp dezhi !

Emgav gant skipailh Heklev Podkast er Gapusined d’ar 4 ha 5 a viz Du 2023, e koulz Festival DEUS ‘TA!

Deuit da zizoleiñ lec’hienn nevez HEKLEV PODKAST e-pad gouel DEUS ‘TA e Brest ! Aze e vimp a-hed ar Festival, d’ar 4 ha 5 a viz Du, a-benn kejañ ganeoc’h, ha diskouezh al lec’hienn nevez flamm, hag a zo gouestlet d’ar c’hrouiñ radio e Brezhoneg ! Abadennoù selaou, dizoleiñ ar podkastoù nevez enlinenn, kejañ gant skipailh Heklev Podkast… Deuit niverus !

Lec’hienn HEKLEV PODKAST a zo bet ijinet gant ar skipailh a-bezh, savet gant Jean-Marie Grall, eus Cousu Main evit al lodenn teknikel, hag Arnaud Kermarrec-Tortorici, eus L’illustre fabrique, evit ar graferez.

Met HEKLEV PODKAST piv eo, ha petra eo ? … Kit dre aze !