Roud Diroud a zo ur raktres krouiñ c’hoariva kaset dindan berr amzer gant Mona Caroff evit ur strollad komedianezed ha komedianed amatourien brezhoneger. Un devezh labour a vo bep miz etre Miz Genver ha Miz Mae. Un disoc’h a vo kinniget e Ti ar C’hoariva, e Brest, da vare darvoud « The International Week », douget gant an Teatr Piba etre ar 14 hag an 18 a viz Mae, asambles gant ar raktres europat PHŌNĒ.
Ur raktres kinniget gant Mona Caroff hag an Teatr Piba
Ouzhpenn lavar un destenn a zo ezhomm evit c’hoari. Bezañ amañ, bremañ, gant va c’horf, va mouezh. Selaou ouzh ar re all, ha chom kizidig ouzh an endro. Labouret e vo war an holl draoù-se evit kas da benn Roud Diroud. Kavout un tu da zanevellañ un destenn tost deus un testeni a vo ivez war hent al labour.
« Roud Diroud a welan evel un arnod, ur furcherezh c’hoariva a-stroll, gant hent an treuzkas e-giz sujed enklask. Petra viran deus ar berniad traoù a zeskan bemdez, er skol, gant ar gevredigezh, an dud, an natur? Perak e talc’han soñj deus un dra bennak na vo ket talvoudus d’am amezog? Peseurt lodenn deus va fersonelezh a zeu diwar pezh ‘zo bet treuskaset din? Hag e c’hellfen reiñ trowardroioù ar pezh a zo bet treuskaset din? Ha reoù ar roudoù a lezin-me war va lerc’h?
Hol labour a glasko marteze respont da goulennoù ‘zo, oc’h ouzhpennañ lod all moarvat, ar pezh a roio un destenn. Honnezh a vo skrivet ganin diwar an danvez skrivañ, korfel, ar skiant-prenet hag ar c’hizidigezh degaset gant ar strollad tud a gemero perzh »
Mona Caroff
Pegoulz ?
E Miz Genver, un dibenn-sizhun evit mont e darempred:
Sadorn 6, etre 2e ha 6e
Sul 7, etre 11e ha 6e
Miz C’hwevrer
Sul 18, etre 11e ha 6e
Miz Meurzh
Sadorn 23 pe Sul 24 (hervez al lec’h), etre 11e ha 6e
Miz Ebrel
Sadorn 13, etre 11e ha 6e
Miz Mae
Lun 13, 6e - 8e noz
Meurzh 14, 6e - 8e noz
Merc’her 15, 6e - 8e noz
Yaou 16 : ABADENN KINNIG
Evit kemer-perzh er raktres-mañ, pe m’ho peus ur goulenn, kasit anezhi dre vail : caroff.mona@hotmail.fr pe teatr.piba@gmail.com
Soutennet eo ar raktres Roud diroud gant Unvaniezh Europa
Foto : Hentou Gwenn - Nos voies lactées 2023 @Alain Monot