Keleier

18 a viz Ebrel

TOURMANT - Un heuliad faltazi da zizoloiñ en diskar-amzer 2025

Distro eo skipailh Heklev Podkast goude div sizhunvezh fromus ha stank war enez Eusa, o krouiñ hag enrollañ an heuliad radio TOURMANT.

Duhont eo bet bodet 16 arzour, a-benn sevel an heuliad dibar-mañ, a vo klevet war ar wagennoù adalek an diskar-amzer 2025. Mall ’zo warnomp e vefe dizoloet ar Radio drama-mañ gant ar selaouerien!

TOURMANT, un heuliad radio produet gant KALANNA hag HEKLEV PODKAST
Trugarez vras d’an TEATR PIBA, da zDIZALE, da gKEMMESK ha d’an ESKAL !

Ar skipailh : Yann-Herle Gourves, Mai hag Anna Lincoln, Thomas Cloarec, Gwenole Peaudecerf, Jean-Mari Ollivier, Christophe Le Menn, Marion Gwen, Yann Le Corre, Anaïs Leroux, Quentin ha Justine Morvan, Gwenola Coic, Manon Le Gourrierec, Loeiza Beauvir, Gwendal Le Goff.